Kishore Kumar Hits

Krismenn - Mouar текст песни

Исполнитель: Krismenn

альбом: S'habituer à l'obscurité - 'N om gustumiñ deus an deñvalijenn


Ur bannac'h heol diskennet e-barzh ma gwerenn
A doull an hent da vont war da lerc'h
Lambig mouar, deus pelec'h e teuez?
Ha deus pelec'h e teu da nerzh?
Dont a rez deus an tan
Dont a rez deus an drez
Ken kreñv eo da gan
Ken dous eo da vouezh
Mouar, taol ac'hanon
A voger da voger
Ken na vimp kousket
War an douar adarre
Leuskomp peurrest ar bed-mañ da dreiñ
Livomp an noz e gwenn ken-ha-ken
Ankoueomp hom anvioù hag hom (p)foanioù
Ha bevomp ar pezh meump da vevañ
Tostik pe pellik
Hervez ar mare
EVel ma fell dit
Met lârout a ran dit adarre
Mouar, taol ac'hanon a voger da voger
Ken na vimp hom daou
Kousket war an douar

Поcмотреть все песни артиста

Другие альбомы исполнителя

Похожие исполнители