Mont a reomp pazenn-ha-pazenn Gant hom skalieroù frailhet Hag a‐raok ma vefemp lazhet Drailhomp an dorioù morailhet C'hwezh ar gwad, c'hwezh ar c'hwezenn Tremenet omp dre un nor bet alc'hwezet Reudet eo gwalenn da gein Roet az feus din ar pezh n'am boa ket kredet reiñ Da belec'h ec'h eomp? Kollet, taolet ha distaolet gant ar gwenojennoù moan Ec' h eomp kamm-digamm hed-ha-hed hom c'hoant Daouzrailhet gant an tan on-me kaset ha digaset ha Mezevelliñ a ran Ne ouier ket ken ha n'omp ket evit lâret Petra en deus e rannet Petra a zo morailhet Doriched hom spered a zo da frailhañ Na Lârit ket din ec'h eo arri ar fin, na lârit ket din ar fin zo arri Kar arri sot-nay ne oar ket mat an nen ar pezh a raio Mezevelliñ a ran Evel ma vije bet lemmet diganin un hanter hani Kroc'hen un dremm e-tal ma c'hichen Ret mont kuit a-raok ma teuio ar yenijenn Badaouet daou-ha-daou atav Petra meump ijinet? ABalamour da betra ne meump ket remerket E oa tremenet ar glav? Huñvreal a rez war-sav N'out ket kousket koulskoude met arri eo ar c'houlz da Ziblouzañ ma dousig Mallozh an Doue Ec'H eomp an daou asambles gant an hentoù Disammet da james hom speredoù Diskouez a raimp an eil d'egile ar gwenojennoù Biken n'en em yenin diouzhit Pignat a rin ar menezioù, treuziñ a rin ar rinierioù hag ivez Diradena a rin Plouie! Den na vo kad da zihentiñ ac'hanon Deus ar re all ne reomp ket a van Deus ma farez Kar n'on ket kreñv a-walc'h evit ober gant ar c'hleñved a boazh ac'hanon Hi 'n deus ar galloud da liammañ ha da ziliammañ da bareañ Pe da lazhañ ac'hanon Hi 'n deus savet al lezenn ha bremañ on dilezet ganti Ken e krenan gant an derzhienn Ren a ra krenn-ha-krenn ma c'horf ha ma ene N'on ket evit gortoz ken Tapit krog en ur morzhol ha skoit gant ma fenn Ken a vo digoret penn-da-benn E-Barzh ma c'hig emañ da ivinoù Ha ma gwad a zo e-barzh da c'henoù Debret ez peus ac'hanon en ur zont din ADalek bremañ ne vo ket heñvel ken