Kishore Kumar Hits

Krismenn - Hunvreoù merglet текст песни

Исполнитель: Krismenn

альбом: S'habituer à l'obscurité - 'N om gustumiñ deus an deñvalijenn


Aesoc'h e vefe bet deomp mont war-eeun ha pas monet war-gil
A-Benn ar fin ec'h eomp dre hentoù leun a linad
Pell deus trouz an tamboulinoù
Ne Dremena ket an heol a-dreuz ar gwez pin
Ar gwin a dapa plas ar morfin
Naon memp c'hoazh pa vezomp leun
Hom speredoù a c'houlla greun
Choazet meump hom (p)flanedenn
Kar ne c'houllemp ket chom e-barzh an deun
Daou-ha-daou, unan-hag-unan
N'omp ket deus ar re a glaska mont war-eeun
Ha mac'h eo ret lakaat devezhioù leun
Dont a rimp a-benn da vont beket penn ar (g)yeun
Pep hani en deus e vod, en deus e vod da vezañ drol
N'eus ket nemet an dud tort a zo kap da zerc'hel an taol
Pa vezer taolet ha distaolet evel tud pennfollet
Ne reer ket foutre ken da dremen evit tud kollet
Piv eo ar re-mañ gant o reun war o fennoù?
Graet e vez deusomp Paotred tralalaleno
N'eus ket kalz a dra e-barzh hom malizennoù
Pa ec'h arriomp en un tu bennaket e klever youc'hadennoù
Ha da zonet war hom lerc'h, n'eus ket kalz tud a gav din
Met mim ne reomp ket foutre kaer
Kar ne reomp ket kalz a gaz ma ne faota ket deoc'h
N'eus ket afer da vezañ kalz da gavout berr an amzer
Hunvreoù merglet
Tavarnioù serret
Sec'hed ar seizh pec'hed
Kalonoù disec'het
Sklankerien daonet
Kroc'hen marnaoniet
O Klask kig evel loened
Diaoulet
Kavout a reomp gwelloc'h an traoù fall evit ar re neuint ket a vlaz
Ober a reomp hom seizh gwellañ evit chom da serriñ an tachoù
Deus hom langajoù ne choma ket nemet restachoù
EVel bleizi arajet ec'h imp betek penn an dachenn
Sot omp gant tout ar pezh a zo treñk ha gant tout ar pezh a zo kreñv
Trinkañ a raimp d'ar rouz beure pelloc'h evit seizh buhez
Warn-ugent deus reñk
Pegeit a zo e reomp fae gant an drein a zo chomet abaoe
Pell e-barzh hom zreid?
N'eo ket an dra-se, na pouez ar mein a lako ac'hanomp
Da blegañ hom c'hein
Petra an diaoul a reomp amañ?
Piv eta, en defe c'hoant da zont da chom e-barzh an toull-mañ?
Tout an olifanted a skoach a-raok mougañ
N'it ket da c'houll digante kontañ deoc'h o zourmant
Den ebet na oar ar pezh a vanke deomp
Yaouankiz kamm gant ar memes ezhomm
Deuet omp da 'n om goll e-lec'h ma ec'h a kuit an holl
Hom-unan pe a-stroll e (t)dremenomp evit tud foll
Kousket er-maez pa vez yen, badaouet gant ar gwin
Seurt traoù a zo bet c'hoarvezet ha ne lâran ket na c'hoarvezo ken
Taolioù fall a vez sur e-barzh kreiz an holl blijadurioù
E-Barzh ar vro pa 'n om lazha un den e vez lâret en
Deus bet ur marv naturel
Hunvreoù merglet
Tavarnioù serret
Sec'hed ar seizh pec'hed
Kalonoù disec'het
Sklankerien daonet
Kroc'hen marnaoniet
O Klask kig evel loened
Diaoulet

Поcмотреть все песни артиста

Другие альбомы исполнителя

Похожие исполнители