Kishore Kumar Hits

Annie Ebrel - L'œil du soleil текст песни

Исполнитель: Annie Ebrel

альбом: Lellig


- Heol! Perak out ken diwezhat o tiblouz?
Ha perak eo ken ruz da lagad?
Ha bet ac'h eus en noz-mañ ur gwall-hunvre, en deus
Graet dit leñvañ dre da hun?
- Na hun na hunvre, na fall na mat
Beilhet em eus an noz-pad...
Tra ma kouske ar c'hornôg dibled war ludu louet e lore
Me 'm eus graet tro an Douar
Heol!
Ha petra feus gwelet war da roud?
Ha gwelet am eus tud o vervel gant an naon
Gwelet 'm eus tud o vervel gant ar riv
Gwelet tud o vervel gant an dic'hoanag
Gwelet am eus tud o lazhañ tud, breudeur o'n em dagañ
Gwelet 'm eus pobloù mac'het
Gwelet ur penntiern meur o kouezhañ dindan boled ur foll
Gwelet forzh tud o leñvañ:
Ha chomet on bepred digas...
Gwelet 'm eus, avat, tud o c'hoarzhin goap ouzh ar re
Er boan, ouzh ar re zo en dienez
Ouzh ar re zo dindan ar yev
Ha neuze am eus ranket leñvañ,
Ma 'z eo ruz c'hoazh va lagad
- Heol! Sec'h bremañ da zaeroù!
Mor-Breizh, emberr, a vo dous
D'az lagad ruz hag entanet...

Поcмотреть все песни артиста

Другие альбомы исполнителя

Похожие исполнители

Ev

Исполнитель