Kalz amzer am eus kollet O furchal ar c'hoajoù 'Vit sourpren an durzhunell Kousket war ar brankoù Skoaziet am eus va fuzuilh Met tennet em eus fall Tec'het eo an durzhunell Ha nijet er c'hoad all Diouzh an noz ha d'ar mintin 'Klevan al laboused O kanañ, o fredoniñ, Da veg ar gwez pignet Ha n'eus nikun anezho A bikfe va c'halon Evel mouezh an durzhunell O ouelañ d'he mignon Hirvoudiñ 'ra noz ha deizh Gant ar boan, an anken, 'Vel ur paour kaezh intañvez Kollet ganti he den Heklev he mouezh klemmus A red dre ar c'hoajoù A zo meurbet poanius D'an holl labousedoù - "Petra, turzhunell yaouank, A dourmant da galon? - Kollet em eus, emezi, Va fidelañ mignon Ma na deu ar chaseour D'ober din-me mervel Me 'varvo gant ar glac'har D'am mignon koant fidel N'eus na louzoù, na souten, Na frealzidigezh Gouest da bareañ souden Gouli va c'harantez Trec'het on gant ar glac'har Mont a ran da vervel Met ne varvin ket kountant Ma ne varvan fidel" Gwelet em eus o vervel An durzhunell yaouank Disec'het pizh he c'halon Gant ar boan, an tourmant 'N he huanad diwezhañ He deus c'hoazh lavaret: "Kenavo, mignon fidel" Raktal eo tremenet Melezour sklaer ha gwirion Eus ar wir garantez Ha ne gaver e kalon Ar yaouankiz direizh - Nann, nann, ne varvin laouen Ma ne varvan fidel Ha biken ne zizoñjin Marv an durzhunell