I Pa oa paotr Yannig gant e zeñved (bis) N'en doa ket soñj da vezañ beleget (bis) - Ne vin, avat, beleg na manac'h (bis) Lakaet em eus ma spered er plac'h (bis) Pa zeuas e vamm ha lâras dezhañ: - Te zo ur paotr fin, ma mab Yann Lez al loened-se, ha deus d'ar gêr Evit monet da skol da Gemper 'Vit mont da skol da vezañ beleget Ha lavar kenavo d'ar merc'hed II Bravañ merc'hed a oa er vro-se Merch'ed aotrou an Faou a-neuze Bravañ merc'hed a save o fenn Voe merc'hed an Faou war an dachenn I a daole sked dreist ar merc'hed Evel ma ra'l loar dreist ar stered Ha gante peb a inkane gwenn O tont d'ar pardon da Bont-Aven O tont d'ar pardon da Bont-Aven A grene an douar hag ar vein Gante peb a vrozh c'hlas a seizenn Ha karkanioù aour war o c'herc'henn Ar yaouankañ, hounnezh ar vravañ Yannig Kervlez a gar, a glevan - Pevar mignon kloareg am eus bet Hag o-fevar emañ int beleget Yannig ar Flecher, an diwezhañ, A laka va c'halon da rannañ III Pa oa Yannig o vont d'an urzhoù Jenovefa oa war he zreujoù Jenovefa oa war he zreujoù Hag a c'hrwie-hi dantelezoù Hag o brode gant neudenn arc'hant Da c'holeiñ ur c'halir e vent koant - Yannig ar Flecher, ouzhin sentet Da gemer an urzhoù na it ket Da gemer an urzhoù na it ket En abeg d'an amzer dremenet - Distreiñ d'ar gêr me ne c'hallan ket Pe vin anvet ar gaouier touet - N'oc'h eus eta koun eus an holl draoù A zo bet lâret warnomp hon-daou Kollet oc'h eus eta ar walenn 'M eus roet deoc'h e-kreiz an abadenn - Ho kwalenn aour n'am eus ket kollet Doue 'n eus hi diganin tennet - Yannig ar Flecher, distroet en-dro Ha me 'roio deoc'h va holl vadoù Yannig, va mignon, distroet en-dro Ha me 'yelo d'hoc'h heul e peb bro Ha me 'gemero boteier koad Ha me 'yey ganeoc'h da labourat Ma na sentet ket ouzh va goulenn Degasit din-me ar groaz-nouenn - Siwazh! hoc'h heuliañ ne c'hallan ket Rak a-berzh Doue on chadennet Rak gant dorn Doue ez on dalc'het Ha d'an urzhoù eo ret din monet IV Hag o tont en-dro eus a Gemper E teuas adarre d'ar maner - Eurvad, aotrou maner Rustefan, Eurvad deoc'h holl dud, bras ha bihan Eurvad ha joa deoc'h, bihan ha bras Muioc'h evit zo ganin, siwazh! Me zo deuet d'ho pediñ, d'an deiz Da zonet d'an oferenn nevez - Ya! d'hoc'h oferenn ni a yelo Kentañ 'brofo er plad, me a vo Me a brofo er plad ugent skoed Hag ho maeronez, va itron, dek; Hag ho maeronez a brofo dek, Da reiñ enor deoc'h, aotrou beleg V Pa oan digouet e-tal Penn-al-Lenn O vonet ivez d'an oferenn E welis kalz a dud o redek Hag i en un estlamm bras-meurbet - Na c'hwi, gwregig kozh, din lavaret, Nag an oferenn zo echuet? - An oferenn a zo deraouet Hogen he echuiñ n'en deus ket gallet He echuiñ n'en deus ket gallet Gouelañ da Jenovefa 'n eus graet Ha tri levr bras en deus treuzet, 'vat, Gant an daeroù eus e zaoulagad Ken a zeuas ar plac'h o redek Ha gouezhas da zaoulin ar beleg "En anv Doue, Yann, distroet en-dro, C'hwi zo kiriek, kiriek d'am marv" VI An aotrou Yann Flecher a zo person Person eo bremañ, e bourc'h Nizon Ha me am eus savet ar werzh-mañ M'eus hen gwelet meur 'wech oc'h ouelañ Meur 'wech 'm eus hen gwelet oc'h ouelañ Tostik-tost da vez Jenovefa