Kenavo ma zad, ma mamm Kenavo mignoned Kenavo deoc'h tud yaouank Eus parrez Langonned Ne oa ket roet din ar choaz Dav oa din partiel Kaset oan war ar mor bras Kuitaet ma Breizh-Izel Me oa-me gwall glac'haret 'Vont d'ober ma servij Lesket 'moa e Langonned Fleurenn ma yaouankiz Lesket 'moa e ti he mamm Ma mestrezig karet Kaset oan d'an Oriant Ha du-se oan gwisket Berv e oa ma daoulagad An avel oa uhel Barzh an neñv e oa stered Daole din sklerijenn Ma vijen bet e skolioù 'M bije skrivet ul lizher 'Vit kontañ ma holl boanioù Ha ma brasañ mizer Fin oa bet ar beajoù Erru oan me amzer Digoue'et oan en-dro er vro Echu oa ma c'hoñje An eostig save d'al lein Ha gane melodi Kavet din ma Breizh-Izel Erru oan 'barzh ma zi Kentañ hin' am boa kavet Oa 'vatezhig vihan Ha ganti 'm boa goulennet E-menn 'mañ 'r plac'h yaouank 'Mañ-hi du-se 'barzh ar sal vras E-touez ar yaouankiz Sonerien ouzh he gortoz 'Vit monet d'an iliz En ur glevet kement-all Me oa chomet souezhet 'C'haloupat da benn kêr all Du-se em boa gwelet Klevet 'peus, kamaraded Setu aze 'n avis Ma fell deoc'h bezañ touellet Kit d'ober ho servij Ha bezet gourc'hemennet C'hwi holl merc'hed yaouank 'Mañ doganet ar baotred 'Vont da servij Bro-Frañs