Kishore Kumar Hits

Gilles Servat - Kan bale nevenoe - Live текст песни

Исполнитель: Gilles Servat

альбом: Gilles Servat En Concert


Skoulmet mat eo hirie
Chadenn ar goskored
Kousket noz, kousket deiz,
Kalon ar Vretoned
Ma 'z eo du an deiz
D'argadourien 'r vro dibal,
Disoñjet-krenn eo ho anv.
Ma 'z eo du an noz
Dindan gwask pounner ar Gall,
Piv a sammo bir ha kleze?
Met un deiz e luc'ho
Tan-gwall menez Kerne
Met un deiz e c'hwezho
Avel menez Are
Ra vo dihunet
Nerzh ha lorc'h an argadour
E skeud pounner
Ar gwenn-ha-du,
Ra vo dismantret
Korf ha gwad an enebour
N'eus forzh penaos e vo ludu.
Skeud an trec'h war o dremm
Ho pugale 'yay d'ar brezel,
Dorn kalet lagad lemm,
Stagañ raint war-du an avel.
Gant tan ar serr-noz
E deun o daoulagad
War ar c'huzh-heol
Ez int fennoz,
Gant youc'h ar re gozh,
War leurenn an argad,
Ar re yaouank 'varvo fennoz.
Nevenoe Nevenoe Nevenoe

Поcмотреть все песни артиста

Другие альбомы исполнителя

Похожие исполнители