Ni Breizhiz a galon karomp hor gwir vro Brudet eo an Arvor dre ar bed tro-dro Dispont 'kreiz ar brezel hon tadou ken mat A skuilhas eviti o gwad. O Breizh ma bro Me 'gar ma bro! Tra ma vor mor 'Vel mur 'n he zro Ra vezo digabestr ma bro. Ar Vretoned zo tud kalet ha krenv N'eus pobl ken kalonek a-zindan an nenv Gwerz trist, son dudius a ziwan eno O pegen kaer ez out ma bro. O Breizh ma bro Me 'gar ma bro! Tra ma vor mor 'Vel mur 'n he zro Ra vezo digabestr ma bro. Breizh douar ar sent kozh, douar ar varzhed N'eus bro all a garan kement 'barzh ar bed Pep menez, pep traonienn da'm c'halon zo kaer Enno 'kousk meur a vreizhad taer. O Breizh ma bro Me 'gar ma bro! Tra ma vor mor 'Vel mur 'n he zro Ra vezo digabestr ma bro. Mard eo bet trec'het Breizh er brezeliou bras He yezh zo bepred ken bev ha biskoazh He c'halon birvidik a lamm c'hoazh 'n he c'hreiz Dihunet out breman, ma Breizh. O Breizh ma bro Me 'gar ma bro! Tra ma vor mor 'Vel mur 'n he zro Ra vezo digabestr ma bro. Ni Breizhiz a galon karomp hor gwir vro Brudet eo an Arvor dre ar bed tro-dro Dispont 'kreiz ar brezel hon tadou ken mat A skuilhas eviti o gwad. O Breizh ma bro Me 'gar ma bro! Tra ma vor mor 'Vel mur 'n he zro Ra vezo digabestr ma bro. Ni Breizhiz a galon karomp hor gwir vro Brudet eo an Arvor dre ar bed tro-dro Dispont 'kreiz ar brezel hon tadou ken mat A skuilhas eviti o gwad. O Breizh ma bro Me 'gar ma bro! Tra ma vor mor 'Vel mur 'n he zro Ra vezo digabestr ma bro.