Poan he deus paourkaezh plac'h O welet he mignon O vont kuit pell ac'hann Chom a ra he-unan Gant he sac'h leun a doan He hunvre zo marv Pegen yaouank eo Petra vo graet ganti? Ne wellan ket penaos Chom amañ ma dousig Ar vuhez zo ken hirr War da hent e chomin Chom a ran ganit ma labousig N'out ket da unan aman paourkezig Ro da zorn ha deomp dezhi kalonig Mont a rimp pell ac'hann assamblez N'eo ket aes hiziv an deizh Da vezañ ur plac'hig En ur bed ken dister Ar baotred savet-fall Hag ar stourm pemdeziek Se zo lod ar merc'hed Red eo dit bezañ kreñv Evit chom en da sav Ha da vont betek penn Rez ket bill ma dousig Amañ e vin ganit Da ziskouezh an hent dit Chom a ran ganit ma labousig N'out ket da unan aman paourkezig Ro da zorn ha deomp dezhi kalonig Mont a rimp pell ac'hann assamblez N'out ket da unan ma dousig Atao e vin amañ ganit N'out ket da unan ma dousig Atao e vin amañ ganit Chom a ran ganit ma Chom a ran ganit ma labousig N'out ket da unan aman paourkezig Ro da zorn ha deomp dezhi kalonig Mont a rimp pell ac'hann assamblez Mont a rimp pell ac'hann assamblez