En tu all d'ar mor bras eo manet va c'halon Pell du-hont eo chomet war an douar vreton Ret eo bet din, siwazh, kuitaat lec'hioù va neiz Peur e welin biken menezioù va Bro-Vreizh Dihun gant va anken a-hed an noz klouar War zouar an estren dindan lagad al loar Tasmant va soñjennoù astenn e zivaskell Evit nijal buan etrezek Breiz-Izel Ha pa dint da vintin galvadennoù sklintin Pa zigor ar bleunioù el liorzhoù lirzin Ul levenez ledan diwanet gant an deiz Met glac'har e kavañ o soñjal e Bro-Vreizh Pelec'h emañ va zud, en aner e glaskan 'Vel un evnig diglud gant ar spont a grenañ Na mignon na den kar 'vit reiñ dit e skoazell Chomet eo tud va gouenn du-hont e Breizh-Izel