Kishore Kumar Hits

Les Ramoneurs De Menhirs - Ya'at'eeh текст песни

Исполнитель: Les Ramoneurs De Menhirs

альбом: Amzer an dispac'h !


Selaouit tud yaouank, ha c'hwi 'r re gozh ivez
Eh an da gontiñ deoc'h ur c'hantik a-nevez
Eh an da gontiñ deoc'h a-nevez kompozet
'Ziàr Leonard Peltier ' lârer 'ma bet savet
Pell amzer ' zo bremañ e oa bet toullbac'het
Kar gwirioù ar re ruz en devoa difennet
E bro an Oñkl Sam, g'ar fasoù gwenn renet
Na doc'h gwirioù Mab-den nend eo ket bet doujet
An den ruz disprizet, hag a-gostez laket
Gwenn, du, melen hepken, ar gerlenn ' zo torret
Ne vo ket peac'h er bed, ken a na vo tolpet
En-dro ar pevar liv sakr; ar gerlenn ' vo serret
'R re ruz ' lâr 'ma achu bed ar c'hroc'hen skignan
Fondet ' vez an natur, lazhet get an argant
Tostaat a ra an amzer, mar 'd eus ket chañjamant
Tuchant ' chomay ket mui heni àr an douar-mañ
Tud gwir ag an douar-mañ, sorserion, chamaned
Ha c'hwi ar pobloù fur, difennerion ar bed
E'it saoviñ hor mamm-douar, ' vo ret deomp bout unanet
Doujiñ muioc'h d'an dud, d'ar plantoù, d'ar loened
Chadennet eo ma c'horf, met dizalc'h (eo) ma c'halon
Hag e ma huneioù e kuitan ma frizon
Àr zivaskell an erer eh an da gavouit ma zud
Disuj eo ma spered, me ne chomin ket mut
' Oa ket kablus anezhoñ, neoazh ' oa kondaonet
Paotred an FBI, 'n o las (o) doa eñ tapet
' Zele ket chom en toull da achu e vuhez
Rait en-dro e frankiz da Leonard Peltier

Поcмотреть все песни артиста

Другие альбомы исполнителя

Похожие исполнители